klavieroù akordeoñs
L'Excroissance
Pladennoù
Le Trio Virtuel
Benjamin-Malo-Scène
Galleg

Nag a nevez ?

War lec'hienn Malo Morvan emaoc'h.

Piv on 'ta ?

E 1987 on ganet, kroget on o seniñ akordeoñs "daoudonek" gant Rémi Martin, gant sonerezh festoù-noz. Goude-se em eus graet anaoudegezh gant sonerezh Piazzolla, sonerezhioù tredan, pe c'hoazh an jazz, hag em eus bet c'hoant da lakaat elfennoù ouzh ar sonerezhioù-se em hini, betek sevel un dra bennak eo diaes lâret peseurt doare sonerezh eo resis...

Ne gaven ket ma gwalc'h gant stumm boutin an akordeoñs daoudonek, setu on bet kaset da brederiañ war stummoù nevez evit ar benveg, kinniget amañ. Savet eo bet ar binviji-se gant marc Sérafini. Seniñ ran ivez gant ar c'hlavier tredan, ar piano, hag ur wech an amzer gant ar melodika evit c'hoarzin.

Bet on, ha bez emaon c'hoazh, o seniñ e-barzh strolladoù fest-noz, pe sonadegoù, ar re pennañ o vezañ Le Trio Virtuel ha Benjamin-Malo-Scène. Kemeret em eus perzh ivez e-barzh kejadennoù all, e-barzh abadenn l'Aviphone savet gant Mathilde Chevrel, oc'h ober un tamm jazz-rock gant Artmozis, o seniñ gant dañserien hip-hop ar gevredigezh unVsti, oc'h ober sonerezh arnevez (elektronek ha mikrotonek), pe o lakaat sonerezh war skridoù barzhed Breizh (René-Guy Cadou, Tristan Corbière, Victor Segalen, Georges Perros, Eugène Guillevic, Pêr-Jakez Hélias), gant Paul Dirmeikis.

Tost en em santan ouzh al luskadoù Deskadurezh Pobl, ha tro 'm eus bet d'ober taolioù-arnod liesseurt, e-barzh kelenn ar sonerezh pe traoù all.

Kontak' : malomorvan[arobaaz]yahoo.fr
06 07 47 07 90