en français

Le Trio Virtuel
Le Trio Virtuel prenant la pose. Pour la peine on a mis un beau costume et on fait un joli sourire.

Evit poent eo chomet ar bajenn vrezhonek er stumm kozh. A-benn vakañsoù Nedeleg e vo kempennet !

Ar c'hinnig graet gant ur stourmer war an hengoun :

“Hirie an de e ya pop tra àr goll. Ur skwer vat ouzh seurt loskentez eo ar sonerien-mañ, ur sort, dic'houest ma'z int da sonaïñ an ton an holl asambles, evel ma vez graet abaoe ken pell gant an hengoun o tonet oc'h douar hon hendadoù (ma vez, vel ma oar an holl, kan ar vombard o tont outañ). Ar saksofon, benveg gouez ma vez un, aloubet Breizh gantañ àr chouk ar sklaved, er memes mare hag ar c'hoton hag ar chokolad, a soñj deñ e hell seniñ jazz en hor vro ! Ar violoñsel n'ema ket e ano e-barzh an Tonioù Breiz Izel, ha krediñ ra neus gwir da seniñ plinn ! Ha petra lâret get an akordeoñs, a ra notennoù n'eus ket emm oute dre ma ne vezent ket implijet gwechall-gozh ! Ac'hanta, me lâr dac'h, an dra-mañ n'eo ket hengounel !”

Per Kelleg, barner Kan Ar Bobl 1874

Ar c'hinnig lorc'hus :

“Gant an tri fenn-kreñv-mañ ez eus an deden davet doareoù all da welet ar sonerezh, ar c'hoant da gempenn stank hag efedus an tonioù, hag ar youl da vont war-raok. Sebezhus eo an disoc'h : ur sonerezh frealzus ha nevez war an dro, fresk hag entanus, birvidik ha prederiet. Diaes eo gouzout e pelec'h emaomp gant seurt sonerezh. Pa gej ar ridenn gant tro-spered an jazz, pa vez primaozet ar gavotenn, pa vez awenet al laridenn gant Piazzolla, ha pa tiwan ar plinn e riffoù iskis; e teu da vezañ diaes termeniñ gant peseurt doare sonerezh en em gaver, ha gwell ha se ! Eürusamant e vez doujet ouzh diazezoù ar sonerezh hengounel : al lusk hag an nevezinti.”

Roger Mauny, kuzulier war ar booking galloudek

Ar c'hinnig bleup :

“Ur sonerezh dreistc'houiziek postkeltek gantañ, e klask Le Trio Virtuel ... lakat an dud da zañsal. An tri soner-mañ, o tont ouzh orinoù disheñvel, a ginnig tonioù da zañsal. Blizidigezh ar saksell a glot gant gwelwelusted an akordeoñs, ouzhpennet furnez ar gourrebed warno. Etre hengoun ha sonerezh a-vremañ, lezit ar skotichoù, plinnoù, ha brañloù all da gas ac'hanoc'h.”

Barnabé Ar Moraer

   O     O    O
 /  \  /  \  /  \
  !!    !!    !!

Ar sonerien :

Julien zo tont ouzh bro-Dreger, lec'h ma teskas sonerezh hag ar stil biniou-bombard gant Ifig Castel, ha ma savas ur c'houblad gant Fañch Le Breton.

Goude e studioù war an arzoù pleustrek e Brest hag Amiens e vez degemeret e Skol an Arzoù-Kaer e Naoned. Eno e pleustr war an tresañ, al livañ, al luc'hskeudenniñ, hag ar sonerezh elekro-akoustek gant Yann Le Ru ha Marc Guerini. E memes tro e tesk ar veuz gant François Robin. Oc'h erruout e Roazhon e vez dedennetoc'h-dedennetañ gant ar blues hag an jazz, hag o kejañ ouzh Fred Arnoux (duo Arnoux/Vrigneau, jazz in langourla 2008) e c'hell neuze labourat war ar sevel liammoù etre sonerezh breizhat ha jazz. Neuze e teu gantañ ar youl, n'eo ket da veskañ an daou diwar-c'horre, met da implijout elfennoù dedennus an daou doare sonerezh e-barzh unan all. Seniñ a ra ivez e-barzh Aller-Retour gant Ingrid Blasco hag Emmanuelle Huteau, Zanzibar Breizh Orchestra, gant ar soner ograou Dominique Robert, e-barzh L'Aviphone ha sonet en deus e-barzh Atyn, Luskañ, Le monde d'Orazoc ha Kallima.

Ur bajenn myspace a zo gantañ.

   O     O    O
 /  \  /  \  /  \
  !!    !!    !!

Krog eo Mathilde gant studioù war ar sonerezh klasel e-barzh Skol-Sonerezh Roazhon. Un aotregezh war studi ar sonerezh he deus bet e Skol-Veur Roazhon 2.

Adalek 2002 e krog da vezañ dedennet gant sonerezh Breizh. Kemer a ra perzh er stal sonerezh a-stroll renet gant Patrick Bardoul gant ar gervredigezh La Bouèze. Sevel a ra neuze an daouad Baudu/Chevrel a c'hounez kalz prizioù (Kan ar Bobl, Gourin dindan 20 vloaz, Roue Waroch, Monterfil, ...) ha seniñ a ra e-barzh l'Île aux Pyj'à ma. Dedennet ma'z eo gant ar primaozañ hag an taolioù-arnod e kemer perzh er raktres Skolkozh renet gant Erwan Burban alias Jerry Cornic. Sonet he deus ivez e-barzh an Nimbus 2010, renet gant Magik Malik. E-barzh strolladoù all he deus sonet ivez (Trio Kintus, les Belles en cuisse, la Bonne Femme s'envole, ...), ha savet he deus un abadenn l'Aviphone evit un nozvezh "kartenn wenn".

Hiziv an deiz e son e-barzh Aodan, raktres ramzel kaset gant Jonathan Dour. Kelenn a ra gourrebed, akordeoñs, ha sonerezh e bro Sant-Brieg.Heuliañ a ra ivez ur stummadur war ar sonerezh jazz e CRD Sant-Brieg.

   O     O    O
 /  \  /  \  /  \
  !!    !!    !!

Tro 9 vloaz e krogas Malo de seniñ boest-an-diaoul, gant Rémi Martin dreist-holl. Pa grog da anaout Piazzolla hag ar sonerezh jazz e klask lakaat elfennoù ouzh ar sonerezhioù-se en e hini. C'honat gantañ da vont pelloc'h e krog da brederiañ war aozadur an notennoù war an douchennaoueg, ha goulennoù all ouzh ar sevel-binviji, betek sevel ur patrom nevez a ro tro d'ober muioc'h a draoù, hag az ay da venveg gwirion a drugarez da Marc Serafini hag Antoine Errotaberea. Dedennet eo gant ar primaozañ, en he stummoù lies. Seniñ ra piano ha klavierioù abaoe 2010.

Seniñ a ra e-barzh Benjamin-Malo-Scène gant Benoni Bron a ra fleüt a-dreuz, ha tonioù sonaozet gantañ e solo. Sonet en deus gant Gwendal Lucas, hag e-barzh Yen a marre de l'accordéon ! gant Rémi Martin ha Marc Désaneaux. Eskemmoù en deus bet ivez war traoù berroc'h, e-barzh abadenn L'Aviphone, savet gant Mathilde Chevrel, en un abadenn primaozet gant danserien hip-hop Unvsti, pe c'hoazh oc'h ober rock "war-raok".

Ul lec'hienn, a zo gantañ, met pajenn MySpace ebet, ha displegañ ra perak.

Tonioù da selaou

War Kaouenn,emañ ivez hon zonioù.

 - La Ridée 6 Temps, (à télécharger)

 - Le plinn ton simpl & bal, "Les Roñs Hippiques" (à télécharger)

 - Le plinn ton doup', "Les Roñs Hippiques" (à télécharger)

 - Le laridé huit temps, "Goodbye Texas, Hello Buenos Aires" / "Combines" (à télécharger)

 - Ar Gwask (à télécharger)

O tont emaint ouzh ur bladenn enrollet ganeomp e miz Eost 2009 (embroduet, dave LTV 01).

Maxi Le Trio Virtuel, face
Maxi Le Trio Virtuel, dos

   O     O    O
 /  \  /  \  /  \
  !!    !!    !!

Filmoù


Gwelet war DailyMotion

Savet eo bet ar video-mañ da vare sizhunvezh an endro, e Oaled an INSA, e Roazhon d'an 18 a viz Meurzh 2010.

 


Voir sur DailyMotion

Graet eo bet ar video-mañ e-pad fest-noz an ENSSAT d'ar sadorn 28 a viz Meurzh 2009 ba Rospez

 


Laridé 8 temps

Ton simpl Gavotte 2

Savet eo bet ar videooù-mañ e-pad fest-noz La Flume, d'an 13 a viz Even 2009, ba L'Hermittage. Klikit war anv an ton evit gwelet anezhañ brasoc'h war DailyMotion. Filmoù all a zo war dailymotion : Bal Plinn, Ton Simp Gavotenn 1, Plinn ton doupl

Sellit ivez ouzh ar video bet savet gant Gouelioù Kerne, ba Kemper. Hag un ton all a-ratozh-kaer evit pa sonomp en estrenvro : Plaisir d'amour !

Skeudennoù da implijout :

Le Trio Virtuel prenant la pose. Pour la peine on a mis un beau costume et on fait un joli sourire.
Le Trio Virtuel bien cadré par un photographe professionnel qui a un peu trop abusé du cubisme
Le Trio Virtuel selon Mikael Harnois

Ar re-se eo gwelloc'h ober ganto evit ar pennadoù kazetenn pe evit ar folennigoù-nij da ginnig. Gant Julien eo bet savet an div skeudenn gentañ, trugarez da Mikael Harnois evit an trede hini. Frank a wirioù eo an div re gentañ, evit an trede eo dav deoc'h menegiñ anv "Mikael Harnois".

Mod arzel :

Thérèse Virtuel
Roger Virtuel et notre cousin Kevin Colas
L'Autre Roger

Gant Claire Allain eo bet kemeret ar skeudennoù-mañ, e-pad an abadenn "l'Aviphone", savet gant Mathilde, e atant La Harpe e Roazhon, evit ar gouel "Sevenadur ar Vro", d'an 20 a viz C'hwevrer 2009. Evit an degouezh-mañ e sone Kevin Colas ganeomp, gant an dreujenn-gaol.

War al leurenn :

Thérèse est de bonne humeur
Le Trio Virtuel sur scène à Rennes en fest-deiz
Julien Vrigneau et Mathilde Chevrel, Le Trio Virtuel
Le Trio Virtuel sur scène à Rennes en fest-deiz
Le public du Trio Virtuel danse pendant le fest-deiz
Le Trio Virtuel sur scène à Rennes en fest-deiz
Malo Morvan, Le Trio Vrituel
Mathilde Chevrel, Le Trio Virtuel

Er fest-deiz "distro Yaouank" eo bet kemeret ar skeudennoù-mañ, en Antipode, d'an 22 a viz C'hwevrer 2009.
Skeudennoù all ouzh an darvoud-mañ a c'heller kavout ivez war blog Jean-Luk Kokel. War e vlog e vez kavet ivez skeudennoù ouzh ur fest-noz e Peurit-ar-Roc'h.

Lâret o deus...

Julien Vrigneau, Malo Morvan, et Mathilde Chevrel ont réuni leur talent et leur créativité pour cet opus de 5 titres inspirés. La finesse de leur exécution, où l'harmonie jazz se mêle aux ridées, où le laridé rencontre les accents argentins du bendonéoniste Piazzolla, crée un univers symbolique presque indéfinissable pour célébrer l'unicité dans la diversité.”
Armor Magazine, miz Meurzh 2010

“A-t-on jamais vu ça, un violoncelle dans la musique traditionnelle bretonne ? Peut-être que oui mais bon, on ne peut pas dire que ça court les festoù-noz. Et pourtant l'effet est plutôt concluant. Mathilde Chevrel est donc cette fameuse violoncelliste et son instrument se marie très bien avec le saxophone soprano de Julien Vrigneau et l'accordéon bi-sonore (diatonico-trafiqué) de Malo Morvan. Ces trois MOVNI (Musiciens Ostensiblement Virtuels et Non Insectivores) se triturent le ciboulot pour proposer une musique à la fois sophistiquée et jazzisquement syncopée, sans jamais perdre le fil de la danse (quoique le morceau Ar Gwask, aussi beau qu'indansable). Par-dessus le marché, ces trois-là ont de l'humour, ne vous-êtes vous jamais demandé ou était ce bon Dieu de Petit Prince, qui vient tous les jours nous serrer la pince ? Au fest-noz pardi, et il se tape des Roñs Hippiques en attendant mardi matin !”
Le Cri de l'Ormeau n° 109, miz Du 2009

Le voyage musical mérite le détour [...]. Un trio virtuel mais une musique bien réelle par ces excellents instrumentistes de formation cla[sic !] mais aux racines bien fermes dans le terroir breton. L'étendue de leur technique permet à partir d'une ridée 6 temps des explorations beaucoup plus lointaines. Les arrangements parfois complexes et techniques peuvent dérouter. Mais tels des funambules, ils se rattrapent toujours pour revenir aux notes de base. « Nous voulons concrétiser une manière de faire germer une musique fraîche et ouverte à partir du terreau traditionnel » expliquent-ils. C'est réussi en ce sens. Défricheurs, improvisateurs de sons et de mélodies. Il est important que la musique en Bretagne s'ouvre de nouvelles voies. Le trio virtuel a trouvé la sienne.”
Le Trégor, 14 a viz Genver 2010

“Une musique bretonnante décalée, des sons originaux sur des airs de danse, le groupe Trio Virtuel [sic] a surpris le public.[...] Trio Virtuel [sic], un groupe avec un saxophone, un violoncelle, et un accordéon, qui proposait une musique néobretonne inspirée.”
Ouest-France, 23/06/2009

“Les musiciens classiques du Trio Virtuel se sont adonnés au plinn ou à la gavotte”
Ouest-France 04-05-2009 (piv all en dije gallet ?) (s.o. ar skeudenn)

Fest-Noz evit Terre des Hommes e Tonkedeg, Le Télégramme, 29/04/2009

   O     O    O
 /  \  /  \  /  \
  !!    !!    !!

Lâret ho peus...

“Dreist eo ar strollad-mañ !”
Unan dianav

“Pebezh kaoc'haj !”
Unan all, dianav ivez

“Ne gav ket din”
Un trede hini dianav

“N'emañ ket war ar roll”
Sylvaine

“Frañchamant, n'emañ ket an traoù e plas ! N'eo ket reizh memes tra e sonfe ur strollad evel-se e-pad ur gouel-meur evel hemañ !” (Gouelioù Meur Kerne, Kemper)
Div itron (a oa o selaou ouzh an taolioù-arnod evit ar son)

“Galloudek-tre eo Le Trio Virtuel”
Aristote

   O     O    O
 /  \  /  \  /  \
  !!    !!    !!

Lâret hon eus...

Gallout a rit kavout ur pennad-kaoz etre Le Trio Virtuel ha Musique Bretonne (niverenn Genver/C'hwevrer 2010) en teuliad pennadoù kazetenn.

A-wechoù e vez fent droch gant hon soner boest-an-diaoul...

Pa sone Le Trio Virtuel da 6e noz, e fin ur fest-deiz lec'h ma oa bet kalzik dañsoù plinn
“Chañs ho peus, plinn gentañ an nozvezh eo. A-raok e oa dañsoù plinn an endervez !”

 

“Demat d'an holl. Anvet omp Le Trio Virtuel hag emaomp o vont da seniñ ur Ridée Six Temps.”
“Bonjour à tous. Pour ceux qui ne comprennent pas le breton, vous aurez quand-même deviné qu'on s'appelle Ridée Six Temps et qu'on va vous jouer un Trio Virtuel...”

dont da selaou

Roll deiziadoù tremenet ha da zont..

Darn vrasañ ouzh hon deiziadoù a vez kavet ivez war www.tamm-kreiz.com, pe neuze war myspace Julien pa ne vez ket evit ur fest-noz.

Darempred h.a.

Teuliadoù

Pajenn bet savet gant Malo Morvan, kemm diwezhañ 28/03/2010
war ar rolloù Indexweb, Annuaire Site, Web United, et Web Breton.